bell notificationshomepageloginedit profileclubsdmBox

Read this ebook for free! No credit card needed, absolutely nothing to pay.

Words: 7785 in 3 pages

This is an ebook sharing website. You can read the uploaded ebooks for free here. No credit cards needed, nothing to pay. If you want to own a digital copy of the ebook, or want to read offline with your favorite ebook-reader, then you can choose to buy and download the ebook.

10% popularity   0 Reactions

Editor: Christophe J?z?gou

KENTSKRID EVIT EMBANNADUR NEVEZ LEVR KENTA? AR "SARMONIO?".

C'hwi a gavo ama? nemet an hini kenta? eus an daou levr anavezet dindan an anv "Sarmonio? an Aotrou Qu?r??. Dastumet eo bet ar sarmonio?-se gant an Aotrou J?z?gou ma oa d'ar c'houlz-se ur beleg yaouank, kure e Kastellin. Al levrio? a zo bet moulet e 1906 e ti-moulerezh "la Presse Lib?rale", e Brest, evit Corcuff levrier e Kastellin. Buan ez eo deut al levrio?-se da veza? levrio?-skol brudet, evit an holl veleien yaouank eus eskopti Kemper hag hini Sant-Brieg.

Mad e vefe brema? rei? deoc'h un nebeut titouro?, diwar-benn ar skouerenn am eus kemeret evit embann a-nevez levr kenta? ar "Sarmonio?". Perc'henn kenta? al levr a voe an Aotrou Helliet Person Lanvolon. Roud e siell kaoutchoug

a gaver war bajenn genta? al levr. Ur perc'henn all, marteze, a voe unan hanvet pe genthanvet "Maurice", ma voe person Mantallod. Skrivet en deus e anv war ar bajenn ma vez moulet warni aotre da embann gant an Aotrou 'n Eskob Kemper. Mantallod ne vez nemet ur g?riadennig gant un daou c'hant pe daou c'hant hag hanter-kant bennak a annezerien o chom enni. Pell amzer a zo, a dra sur, peogwir stank eo brema? ar parrezio? bras hep beleg ebet, hag enno muioc'h eget daou vil ene.

D'am so?j, ez eo marv perc'henn diwezha? al levr. Dav e oa neuze d'an h?red dibab etre peadra ar beleg petra oa talvoudus ha petra ne oa ket. Kaset o deus kalz levrio? d'an diskarg en ul lec'h galvet ama? ar "baludenn" peogwir e oa, e dero? ar bloavezhio? mil

nav c'hant dek ha tri-ugent, ur wir baludenn. An dour kaset dezhi dre ruzelenn Sant Goneri a chome enni kent ha ma c'helle tizhout ar mor. Douar ha mein diouzh ar c'hleuzio? distrujet a oa kaset eno, a-gevret gant ur bern loustoni all o doa an dud ar c'hoant dieubi? diouto. Brema?, ne 'z eus ken a ziskarg aze, leuniet mik eo bet ar baludenn hag ez a an dour eeun-hag-eeun d'ar mor. Dour sklaer e c'hell beza? koulskoude, peogwir ne red brema? er ruzelenn Sant Goneri nemet an dour o tivera? diouzh un doare baludenn all, aozet a-ratozh evit glanaat an dour eus kano?-distrouilh ar gumun a-bezh...

D'ar c'houlz-se , ne oa ket leuniet c'hoazh ar baludenn am eus komzet diouti ha m'edo e-kichen an aod, a-dre?v d'an erin-bili a harz ar reverzhio? brasa? da vont e kreiz an douaro?. Kalz tud a dremene dre aze, o vale a-hed an aod, hag etrezo ar vamm din. Hi a welas levrio? ar beleg, e Latin pe e Galleg, hag ivez unan

skrivet e Brezhoneg ma tedennas he evezh, peogwir ar c'hein dezha? a oa goloet gant ler. Ne oa ket goloet a-bezh al levr gant ler, evel-just, peogwir neuze unan en dije e gemeret a-raok, pe c'hoazh an h?red o dije e viret evit ar priz. Den ne gredas koulskoude e oa prizius al levr-se, digoret e oa ha glebiet ivez ar pajenno? gant ar glav ma kouezh a-wecho? dre ama?, zoken pa n'ema? ket an douristed er vro. Al loued en doa kresket war ar pajenno? kreiz hag ivez war ler ar c'hein. Kemeret en deus koulskoude va mamm al levr-se evit e ziskouez din peogwir e oa skrivet e Brezhoneg.

A-vec'h ma tigoris levr ar "Sarmonio?" ma zegouezhas un doare burzhud bihan. Gouest e oan da lenn gant aez petra a oa skrivet enna?, daoust ma 'z eo diaes din lenn ar skrido? nevez e Brezhoneg. E gwirionez, e oa skrivet al levr e Brezhoneg eeun ma c'helle kompren an dud diwar ar maez, zoken pa oant o chom e parrezio? dishe?vel. Daoust ma oa bet skrivet ar sarmonio?

evit tud Bro-Leon, n'eus ket re a ziforc'h etre ar Brezhoneg ma kaver aze hag an hini ma vez komzet ama? e Bro-Dreger. Me en doa desket ivez meur a c'her hag a dro-lavar implijet er skrido? relijiel. Kroget am boa, e gwirionez, da lenn e Brezhoneg e-barzh levr katekiz va mamm, al levr nemeta? skrivet e Brezhoneg ma anavezen d'ar c'houlz-se.

Pep dek vloaz em eus adlennet ar "Sarmonio?", ha pep gwech gant an hevelep plijadur. Tregont vloaz da c'houde, am eus kroget da ziskriva? al levr evit e embann war ar roued. Echu eo brema? al labour hag hir e voe ! Gant un hanter-eur evit pep pajenn ha teir fajenn pep sizhun, n'eo ket diaes jedi? an amzer ma voe ret din evit diskriva? ar pevar c'hant pajenn eus al levr-se. Spi am eus ma vo va labour talvoudus evit an holl re o deus c'hoant d'ober enklasko? e skrido?


Free books android app tbrJar TBR JAR Read Free books online gutenberg


Load Full (0)

Login to follow story

More posts by @FreeBooks

0 Comments

Sorted by latest first Latest Oldest Best

 

Back to top